Deiziadur Bahá'í
From Wikipedia, the free encyclopedia
Implijet e vez an deiziadur Bahá'í gant ar Feiz vBahá'í. Un deiziadur heoliek eo gant bloavezioù a 365 devezh ha bloavezhioù bizeost a 366 devezh. 19 miz a 19 devezh a ya d'ober ar bloavezhioù. Dastumet e vez an devezhioù a chom e pevar pe pemp "devezh etre". Deraouiñ a ra ar bloavezhioù e kedez an nevezamzer ha kontet e vez adalek ar 21 a viz Meurzh 1844, deroù ar Marevezh Bahá'í.