Edward Gibbon
From Wikipedia, the free encyclopedia
Edward Gibbon (Putney, Bro-Saoz, 8 a viz Mae 1737 - Londrez, 16 a viz Genver 1794) a oa un istorour hag ur politikour saoz, brudet abalamour m’en deus skrivet The History of the Decline and Fall of the Roman Empire ("Istor diskar ha lamm an Impalaeriezh roman"). C'hwec'h levrenn a voe embannet etre 1776 ha 1788. Brudet e voe an oberenn kement hag an aozour anezhi, abalamour d'e stil a zoare, ma oa ditouret-mat ha ma tage ar relijion aozet.
Sellet a reer outañ evel unan eus ar skrivagnerien saoz pouezusañ da Vare ar Sklêrijenn, ha meneget eo bet e labour alies gant ar bolitikourien hag ar skrivagerien a zo deuet war e lerc’h.