Juan José Aostria
From Wikipedia, the free encyclopedia
Juan José de Austria (1629 – 1679) a oa ur jeneral ha politikour spagnol, mab bastard d'ar roue Felipe IV ha d'an aktourez María Inés Calderón. Gouarnour an Izelvroioù spagnol e voe etre 1656 ha 1659, ha kentañ ministr Spagn eus 1677 da 1679.
Gant buhez diroll ar vamm ne oa ketsur arroue da vezañ tad ar bugel. Koulskoude e reas reiñ deskdurezh dezhañ en Ocaña ma krogas da zeskiñ ar vicher a soudard.
En 1647 e voe kaset da Naplez gant ur morlu da reiñharp da vesroue Naplez Rodriguez Ponce de Léon en doa bec'h gant un emsavadeg kaset gant Masaniello.