Uheldirioù Bro-Skos
From Wikipedia, the free encyclopedia
Uheldirioù Bro-Skos (Highlands, Scottish Highlands e saozneg, A' Ghàidhealtachd e gouezeleg, distaget: [ə ɣɛːəlˠ̪t̪əxk]) zo ur rannvro sevenadurel ha douaroniel eus Bro-Skos. Ur vro veneziek eo an Uheldirioù hag en em astenn a ra en hanternoz hag er c’hornôg d’al lodenn all eus Bro-Skos a reer anezhi Izeldirioù. Harzoù an Uheldirioù n’int ket resis er reter. Gant an anv gouezelek Gàidhealtachd e reer dave d’ar yezh ha d’ar sevenadur (« bro ar Ouezeled », « bro ar gouezeleg » eo A' Ghàidhealtachd), tra ma pouezer en anvadur saoznek war an douaroniezh (« douaroù uhel » eo ster an termen Highlands).
En ur ster strishoc’h e tenn an anv Uheldirioù d’ar rannvro zo melestret gant Kuzul an Uheldirioù, a c'holo war-dro 40% eus an hollad. En Inbhir Nis (Inverness) emañ sez ar c'huzul-se. Rannet eo ar peurrest eus Uheldirioù Bro-Skos, e-keñver melestradur, etre kuzulioù an Inizi Gall Pellañ, Aberdeenshire, Angus, Argyll ha Bute, Moray, Perth ha Kinross, ha Stirling. Enez Arran, daoust ma vez meret evel un darn eus kontelezh North Ayrshire, a seller outi peurvuiañ evel un tamm eus an Uheldirioù.