Brezel-bed kentañ
From Wikipedia, the free encyclopedia
Ar Brezel-bed kentañ pe Brezel Bras a zo ur brezel hag a c'hoarvezas en Europa dreist-holl etre 1914 ha 1918. Eno eo e c'hoarvezas an emgannoù brasañ met brezel a voe en holl gevandirioù hag en holl gornioù ar bed, war zouar ha war vor, hag en oabl ivez evit ar wech kentañ.
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Arvez | Impalaeriezh trevadennel Alamagn |
---|---|
Heuliet gant | Eil Brezel-bed, interwar period |
Deiziad | 11 Du 1918 |
Deiziad kregiñ | 28 Gou 1914 |
Deiziad echuiñ | 11 Du 1918 |
Prantad | late modern period |
Perzhiad | Kevredidi ar C'hentañ Brezel-bed, Galloudoù kreiz, Aostralia, Rouaned Breizh-Veur hag Iwerzhon |
Abeg pennañ | abegoù lies |
Abeg kentizh | Gwalldaol Sarajevo |
Deskrivet en URL | https://dmna.ny.gov/historic/reghist/wwi/HonorList/?l=g |
Deskrivet dre | Phyllis Buchanan Fonds |
Istor | timeline of World War I, diplomatic history of World War I |
Rummad evit ar c'hartennoù | Category:Maps of World War I |
Brezel-bed, a vez laret, rak ar wech kentañ e voe gwelout kemend-all a vroioù o kemer perzh. Koulskoude, a-raok ma strakas an Eil Brezel-bed e veze anvet ar Brezel Bras, ha soñjal a rae d'an dud e vije an hini diwezhañ. E galleg e oa bet savet al lesanv La Der des Ders.
E-pad an hañv 1914 e strakas ar brezel-se da-heul Gwalldaol Sarajevo d'an 28 a viz Mezheven, drouklazh an arc'hdug Franz Ferdinand von Österreich-Este, pennhêr impalaeriezh Aostria-Hungaria, hag e bried, dugez Hohenberg, gant ar broadelour serb, eus Bosnia, Gavrilo Princip.
Bloavezh 1918, ar Galloudoù kreiz a oa krog da gouezhañ; Bulgaria a sine un arsav-brezel d'an 29 a viz Gwengolo, an Ottomaned d'an 31 a viz Here, Aostria-Hungaria d'an 3 a viz Du. E-unan, gant an Dispac'h Alaman o sevel hag ul lu o vont da emsevel, ar C'haiser Wilhelm a zilez an tron d'an 9 a viz Du, hag ar gouarnamant alaman nevez a sin an arsav-brezel d'an 11 a viz Du 1918, oc'h echuiñ ar brezel. D'an 11 a viz Du 1918 e Koadeg Compiègne e voe sinet an arsav-brezel, ha d'an 28 a viz Mezheven 1919 e voe sinet ar peoc'h (Feur-emglev Versailhez).
Ar Brezel Bras a zo bet unan eus gwasañ brezelioù istor Mab-den gant un 9 milion soudard lazhet gant 23 milion gloazet, ouzhpenn 5 milion trevour a oa bet lazhet gant obererezhioù milourel, naonegezh ha kleñvedoù.