Brezel diabarzh Bro-Saoz
From Wikipedia, the free encyclopedia
Brezel Diabarzh Bro-Saoz a reer eus an heuliad emgannoù a c'hoarvezas etre 1642 ha 1651, etre ar Barlamanterien (lesanvet Roundheads, pennoù ront) hag ar Roueelourien (lesanvet Cavaliers, marc'hegerien) da c'houzout penaos e vije renet gouarnamant Bro-Saoz. C'hoarvezout a reas ar brezel diabarzh abalamour d'an dizemglev etre ar roue Charlez Iañ hag ar Parlamant, diwar-benn gwirioù ar roue dreist-holl.
Er brezel kentañ (1642–1646) hag en eil (1648–1649) e voe emgannoù etre aduidi ar roue Charlez Iañ ha re ar Parlamant ; hag en trede brezel (1649–1651) e voe emgannoù etre aduidi ar roue Charlez II ha re ar Parlamant. Echuet e voe ar brezelioù-se gant trec'h ar Barlamanterien war ar Roueelourien en emgann Worcester d'an 3 a viz Gwengolo 1651.
Tri disoc'h a voe d'ar Brezel Diabarzh : ar roue Charlez Iañ a voe barnet ha lakaet d'ar marv e 1649 ; mont a reas e vab, Charles II, d'an harlu e 1651 ; ha lakaet e voe fin d'ar rouantelezh e Bro-Saoz, pa voe kemeret he lec'h gant Commonwealth of England da gentañ (1649–1653), ha gant ar Protectorate (gwarezvro) da c'houde, renet gant Oliver Cromwell (1653–1658) hag e vab Richard war-lerc'h (1658–1659). Gant ar Brezel Diabarzh ivez e teuas un dra war wel : hiviziken e c'hallje ket ar roue ren e-unan, hep asant ar parlamant. Kement-se a voe lakaet splannoc'h c'hoazh un nebeud bloavezhioù diwezhatoc'h gant an Eil Dispac'h Saoz (an "Dispac'h Glorius") e 1688, hag a ziazezas da vat ar Vonarkiezh vonreizhel.
Sellet a reer ouzh Brezel Diabarzh Bro-Saoz alies evel ul lodenn eus an heuliad brezelioù a anver Brezelioù an Teir Rouantelezh, asambles gant Brezel Diabarzh Bro-Skos (1644–1645) ha Brezel Kengevread Iwerzhon (1642–1649). Evit Kembre, ne oa d'ar c'houlz-se nemet ul lodenn eus rouantelezh Bro-Saoz, pa oa bet lakaet enni gant Lezennoù Unaniñ 1535 ha 1542.