Brezel diabarzh Yemen (2014-bremañ)
From Wikipedia, the free encyclopedia
Brezel diabarzh Yemen zo ur brezel diabarzh kroget e fin 2014. Pep tu a embann bezañ ar gwir gouarnamant yemenat. Harperien lies a gaver a-dreñv pep luskad. An nerzhioù Houthi a zo mestr war kêr-benn ar vro, Sana'a, kevredet gant nerzhioù leal ar prezidant Ali Abdullah Saleh. Stourm a reont a-enep an nerzhioù leal da c'houarnamant Abdrabbuh Mansur Hadi, staliet en Aden. Al-Qaida el ledenez arab hag ar Stad Islamek o deus tapet ul lodenn eus an tiriad. D'an 21 a viz Meurzh 2015, goude bezañ aloubet Sana'a ha kemeret galloud war ar gouarnamant, Kuzul uhel reveulziel an Houthi a zisklêrie an engalvadeg hollek evit skarzhañ da vat Hadi hag aloubiñ al lodenn su eus ar vro.
Brezel diabarzh Yemen d'ar 4 a viz Ebrel 2018 | |
Alc'hwez |
An argadenn Houthi, harpet gant nerzhioù lu Saleh, a oa kroget an devezh war-lerc'h gant ur stourmadenn war gouarnamant Lahij. D'ar 25 a viz Meurzh, Lahij a gouezhe hag an Houthi a dizhe bannlev Aden, sez Gouarnamant Hadi. Hadi a dec'he eus ar vro er memes devezh. E 2018 ur c'hevredad renet gant Arabia Saoudat a gemer perzh a-enep ar re Houti dreist-holl dre bombezadennoù lies. Stadoù-Unanet Amerika a sikour evit ar c'helaouiñ, memestra gant Bro-C'hall, hag a werzh ivez armoù d'ar c'hevredad. Hervez an ABU ha mammennoù all etre 2015 ha Kerzu 2017 e oa bet etre 8670 ha 13 600 den lazhet e Yemen, gant e-tro 5200 trevour.
Kalz broioù o deus kavet abeg en obererezh Arabia Saoudat, dreist-holl ar bombezadennoù war an tiriadoù trevour.