Denheñvelegezh
From Wikipedia, the free encyclopedia
Denheñvelegezh a vez graet eus an arvez denel a vez roet da loened, traoù divuhez pe c'hoarvoudoù naturel.
Implijet e vez an denheñvelegezh a-wechoù da gomz diwar-benn Mab-Den, evel e fablennoù Ezop pe Jean de La Fontaine, e kalz tresadennoù-bev Walt Disney hag all.
Gant an doueoù, er savouriezh hag en teknologiezhoù nevez e vez implijet an denheñvelegezh ivez.