Deskadurezh vrezhonek
From Wikipedia, the free encyclopedia
P'eo bet skrivet ar brezhoneg abaoe kantvedoù (sellet ouzh dornskrid Leyden) eo bet desket en ur mod pe unan all, ar mod evit deskiñ a c'hell bezañ ur deskadurezh vrezhonek, nemet ma vez treuzkaset ar yezh dre hantererezh ur yezh all.
N'ouzer ket kalz a dra war ar pezh a zo bet graet er Grennamzer, daoust ma weler e veze tud gouest da sevel barzhonegoù evel Ivoned Omnez war-dro kreiz ar XIVvet kantved. Treuskaset eo bet ar yezh skrivet d'ar re o deus savet pezhioù-c'hoariva e brezhoneg-krenn, met n'ouzer ket ha desket o doa ar yezh dre al latin pe dre ar galleg. Erfin, ne oa bet savet un deskadurezh hollvrezhonek a-raok 1942 er skol evit ar vugale renet e Plistin (Treger - Aodoù-an-Arvor) gant Yann Kerlann.
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Fedoù berr-ha-berr
Deskadurezh vrezhonek
Serriñ