Feur-emglev Alcáçovas
From Wikipedia, the free encyclopedia
Feur-emglev pe Peoc'h Alcáçovas, pe Feur-emglev Alcáçovas-Toledo, zo un emglev sinet e kêr Alcáçovas, e Portugal, d'ar 4 a viz Gwengolo 1479, gant dileuridi Izabel Iañ Kastilha ha Fernando II Aragon en un tu, hag Afonso V, Roue Portugal, hag e vab João en tu all, evit echuiñ gant Brezel Hêrezh Kastilha (1475-1479) etre Isabel, c'hoar ar roue Enrique IV, hag he nizez Janed Trastamara, lesanvet Juana ar Beltraneja, merc'h ar roue. Gant ar feur-emglev-se e voe anavezet Izabel Iañ evel Rouanez Kastilha diwar-goust he nizez Janed.
Fedoù berr-ha-berr Feur-emglev Alcáçovas ...
Feur-emglev Alcáçovas | |
---|---|
Embannadur e Sevilla, 14/03/1480 | |
Sinadur | 4 Gwengolo 1479 |
Lec'h | Alcaçovas, Portugal |
Riezoù | Rouantelezh Portugal Rouantelezh Kastilha Rouantelezh León |
Peurwiriekadur | 08/09/1479 (Portugal) 06/03/1480 (Spagn) 21/06/1481 (Vatikan) |
Divizoù | • Peoc'h • Hêrezh Kastilha ha León • Tiriadoù atlantel • Quinta real • Sultanelezh Fes |
Torridigezh | 26/09/1493 (de facto) Vatikan |
Serriñ