Gwener Urbino
taolenn gant Tizian / From Wikipedia, the free encyclopedia
Gwener Urbino (Venere di Urbino en italianeg) a zo un eoullivadur brudet gant al livour veneziat Tizian, graet etre 1538 ha 1539, hag a weler hiriv e Mirdi an Ofisoù e Firenze. Goulennet e oa bet digant al livour gant un noblañs uhel. 50 vloaz e oa Tizian neuze, hag an dro gentañ e oa dezhañ kaout d'ober taolenn ur vaouez en he noazh penn-kil-ha-troad.