Gwir
From Wikipedia, the free encyclopedia
Gwir a c'hell bezañ :
Ur bajenn disheñvelout eo homañ, da lavarout eo ur roll pennadoù hag a zo damheñvel o anv. Bremañ e c'hallit dibab ennañ ar pennad emaoc'h o klask. Mard oc'h bet degaset amañ dre ul liamm diabarzh en ur pennad e c'hallit kemmañ al liamm evit m'ho kaso war-eeun d'ar bajenn emaoc'h o klask. |
1. Un anv-gwan evit ar c'homzoù pe an darvoudoù a c'heller degemer kuit a var. Kreñvaet e vez a-wechoù gerioù evel an troioù-lavar-mañ : gwir-bater, gwir-bev, gwir-diarvar.
2. Un anv-kadarn (liester gwirioù) hag e talvez ivez ez eo da zegemer hep mar ebet. Tro-lavar : ar gwir a zo ganit. A-wechoù e talvez abeg ivez. Sellet ivez ouzh gwirionez.
3. Hollad al lezennoù hag ar reolennoù ez eus etre izili ur gevredigezh : sell ouzh Gwir (lezenn)
4. Gwirioù a zo ivez hollad ar frankizoù dleet pe anavezet (d'un den pe d'ur strollad pe d'ur vro), da skouer :
- gwir emvodañ
- gwir ar pobloù
- gwir al labour
- gwir perc'hennañ
- gwir aozer
5. Ur sammad arc'hant evit implij ur servij pe ac'hubiñ ul lec'h da vezañ paeet d'un aotrouniezh : ar pevar wir