Kaozeadenn Implijer:Iskomandant Marc'heg
From Wikipedia, the free encyclopedia
Spi hon eus ez po plijadur war Wikipedia e brezhoneg. --Fulup 25 Du 2005 da 20:52 (UTC)
- Ya, pennlizherenn ebet evit ar yezhoù. Pennlizherennoù evit anvioù ar mizioù ha deizioù ar sizhun. Pennlizherenn evit anvioù an annezidi ivez evel-just : Breizhad, Breizhiz. --Fulup 23 Kzu 2005 da 13:20 (UTC)
- Sur out eo mab Erispoù da Nevenoù ? Me a gave din ivez ha lakaet em boa se e pennad an IXvet kantved met cheñchet em eus goude bezañ lennet pennad Nevenoe. Bremañ n'ouzon ket mui --Fulup 30 Kzu 2005 da 20:12 (UTC)
- trugarez dit, cheñch a ran en-dro --Fulup 30 Kzu 2005 da 20:52 (UTC)
Salud, Iskomandant Marc'heg, Un degemer c'hwek a roomp dit war ar Wikipedia e brezhoneg | |||
Demat, Iskomandant Marc'heg. Trugarez da gemer perzh er raktres. Spi hon eus e vi plijet o labourat ganeomp hag e vi en da vleud amañ. | |||
Un holloueziadur savet a-stroll eo Wikipedia e brezhoneg. Frank a wirioù eo an danvez a gaver ennañ. Savet eo bet d'an 22 a viz Mezheven 2004; abaoe ez eus bet diazezet gant ar gumuniezh meur a bennaenn evit kenlabourat. Ma'z out nevez war ar wiki, kemer un tamm amzer evit lenn diwar-benn an temoù da-heul, a-raok kregiñ da gemer perzh da vat e Wikipedia. Gra gant patromoù Babel evit lakaat war wel ar yezhoù komzet ganit. | |||
Kregiñ ganti Ober e gammedoù kentañ |
Takad pleustriñ Evit ma c'hallfes ober taolioù-esae | ||
Program skoazell. Goulenn bezañ skoazellet gant unan bennak evit kregiñ ganti |
Desk penaos degas kemmoù en ur bajennn Titouroù evit cheñch traoù war pajennoù ar wiki | ||
Fazioù boutinañ a ranker diwall outo Diverrañ eus ar fazioù boutinañ stadet war ar wiki |
Foar ar Goulennoù Goulennoù a vez graet gant an holl | ||
Reolennoù Wikipedia Reolennoù aprouet gant ar gumuniezh |
Tavarn Ma c'hallez goulenn tra pe dra ouzh ar wikipedourien all | ||
Pemp pennaenn Wikipedia Reolennoù diazez mat da c'houzout |
Skoazell Dornlevr hollek Wikipedia | ||
Homañ eo da bajenn gaozeal, ma c'hallez resev kemennoù a-berzh Wikipedourien all. Mar fell dit leuskel ur gemennadenn d'ur wikepedour all eo ret dit skrivañ war e bajenn gaozeal dezhañ; a-hend-all, ne ouio ket. E traoñ da gemennadenn e tleez sinañ gant peder ~~~~ pe pouezañ war ar bouton-mañ : . Dalc'h soñj ne vez ket sinet ar pennadoù. |
Salud,
Skrivet az teus ur pennad db Felibrige. Gwelloc'h e vefe lakaat ar pennad er rummad al lennegezhioù kentoc'h evit krouiñ ur rummad nevez gant ur pennad hebken. Dav eo soñjal el lennerien n'hellont ket furchal e re a voestoù. Petra 'soñjez eus se ? MP
Ne gav ket mat kinnig ar sent katolik (bez' ez eus sent all an ilizoù reizhkredennour ha n'int ket anavezet gant honnez) evel sent an deiz. Un doare dismegansus e-keñver ar re n'int ket "e-barzh". N'eo ket mui an dud levezonet gant ar spered relijiel a lakae anezho o kompren petra eo sant an deiz. Neptu e tle bezañ ar wikipedia. P' am bo amzer e adlakin an doare reizh nemetañ : lakaat ar sent katolik dindan un termen objektivel, anv an ensavadur a ra ganto ha netra ken. --Ch. Rogel 29 Gen 2006 da 17:45 (UTC)