Kaozeadenn Implijer:Pokorny
From Wikipedia, the free encyclopedia
Spi hon eus ez po plijadur war Wikipedia e brezhoneg.
--Fulup 8 Gen 2006 da 17:34 (UTC)
- Plijet-tre on gant da bennadoù. Dispar eo evit ar wikipedia brezhonek kaout un den eveldout dedennet gant ar broioù alamanek ha gouest da zegas boued deomp. Spi am eus e kendalc'hi e-pad pell.
For other languages, consider using Wikipedia:Babel
Salud, Pokorny, Un degemer c'hwek a roomp dit war ar Wikipedia e brezhoneg | |||
Demat, Pokorny. Trugarez da gemer perzh er raktres. Spi hon eus e vi plijet o labourat ganeomp hag e vi en da vleud amañ. | |||
Un holloueziadur savet a-stroll eo Wikipedia e brezhoneg. Frank a wirioù eo an danvez a gaver ennañ. Savet eo bet d'an 22 a viz Mezheven 2004; abaoe ez eus bet diazezet gant ar gumuniezh meur a bennaenn evit kenlabourat. Ma'z out nevez war ar wiki, kemer un tamm amzer evit lenn diwar-benn an temoù da-heul, a-raok kregiñ da gemer perzh da vat e Wikipedia. Gra gant patromoù Babel evit lakaat war wel ar yezhoù komzet ganit. | |||
Kregiñ ganti Ober e gammedoù kentañ |
Takad pleustriñ Evit ma c'hallfes ober taolioù-esae | ||
Program skoazell. Goulenn bezañ skoazellet gant unan bennak evit kregiñ ganti |
Desk penaos degas kemmoù en ur bajennn Titouroù evit cheñch traoù war pajennoù ar wiki | ||
Fazioù boutinañ a ranker diwall outo Diverrañ eus ar fazioù boutinañ stadet war ar wiki |
Foar ar Goulennoù Goulennoù a vez graet gant an holl | ||
Reolennoù Wikipedia Reolennoù aprouet gant ar gumuniezh |
Tavarn Ma c'hallez goulenn tra pe dra ouzh ar wikipedourien all | ||
Pemp pennaenn Wikipedia Reolennoù diazez mat da c'houzout |
Skoazell Dornlevr hollek Wikipedia | ||
Homañ eo da bajenn gaozeal, ma c'hallez resev kemennoù a-berzh Wikipedourien all. Mar fell dit leuskel ur gemennadenn d'ur wikepedour all eo ret dit skrivañ war e bajenn gaozeal dezhañ; a-hend-all, ne ouio ket. E traoñ da gemennadenn e tleez sinañ gant peder ~~~~ pe pouezañ war ar bouton-mañ : . Dalc'h soñj ne vez ket sinet ar pennadoù. |
--Fulup 11 Gen 2006 da 18:04 (UTC)
Kenderc'hel a rin, ha gant plijadur! --J. Pokorny 11 Gen 2006 da 20:08 (UTC)
- Krog e oan da dreiñ kan broadel Aostria diwar ar saozneg rak n'ouzon ket alamaneg, marteze e c'halljes echuiñ al labour. N'eo ket re hir d'ober ha gwelloc'h e vije treiñ diwar ar yezh orin a gav din. --Fulup 13 Gen 2006 da 18:33 (UTC)
- Klask a rin, met ne vo ket aes, rak artifisiel ha droch eo alamaneg an destenn orin. --J. Pokorny 13 Gen 2006 da 22:39 (UTC)
- Trugarez dit. Pa respontez ouzh kemennadennoù unan bennak eo gwelloc'h respont war eeun war bajenn gaozeal an den en deus skrivet dit. Evel-se e vez resevet gant an den-se ur gemennadenn a lavar dezhañ ez eus bet respontet dezhañ. A-hend-all emañ ar riskl ne ouife ket an den ez eus bet respontet dezhañ ma ne soñj ket mont da welet war bajenn gaozeal ar Wikipedourien all. Trugarez c'hoazh --Fulup 14 Gen 2006 da 15:05 (UTC)
- Klask a rin, met ne vo ket aes, rak artifisiel ha droch eo alamaneg an destenn orin. --J. Pokorny 13 Gen 2006 da 22:39 (UTC)