Kroaziadegoù
From Wikipedia, the free encyclopedia
Kroaziadegoù a reer eus eizh brezel renet en abeg d'ar relijion gant broioù Europa ar C'hornôg. En ur ster strizh ne reer kroaziadegoù nemet eus ar brezelioù renet evit adaloubiñ an Douar Santel a oa bet aloubet gant muzulmaned. A-hed 200 vloaz e voe kroaziadegoù evel-se, etre 1095 ha 1291.
Brezelioù all renet en Europa (Spagn, Okitania, broioù balt...) a reer kroaziadegoù anezho ivez alies. Gant armeoù Stadoù katolik dreist-holl e voe digoret ar brezelioù-se, etre mare Chism meur ar C'hornôg (etre katoliged hag ortodoksed) ha mare Disivoud Meur (etre protestanted ha katoliged), a-enep muzulmaned broioù ar Reter-Nesañ. Met taolioù-brezel all a voe ivez a-enep paganiz ar broioù slav hag ar broioù balt, a-enep ar yuzevien, a-enep an ortodoksed, ar gatared, aduidi Jan Hus ha tud all c’hoazh enebourien d’ar bibien. Ortodoksed a gemeras perzh er stourm a-enep muzulmaned e lod kroaziadegoù. Benniget e veze ar re a yae d’ar c’hroaziadegoù gant an Iliz katolik ha pardonet e veze dezho o fec'hedoù ha roet dezho induljañsoù.