Lanv du an Torrey Canyon
From Wikipedia, the free encyclopedia
Torrey Canyon eo anv al lestr a voe kiriek eus kentañ lanv du meur en Istor. Mont a reas d'ar strad d'an 18 a viz Meurzh 1967 etre Kernev-Veur hag inizi Sillan (Scilly Islands) hag eñ oc'h enderc'hel 100 000 tonenn eoul-maen. Goude bezañ bet duet aodoù Kernev-Veur ha Devon e tizhas al lanv du aodoù Breizh e departamant Aodoù-an-Arvor da gentañ, hag e departamant Penn-ar-Bed goude, d'an 11 a viz Ebrel 1967.
Ur gwir wallhunvre e voe al lanv du-se evit ar Vretoned pa weljont ne oa nemet un doare da naetaat an aodoù : palioù ha sailhoù. Ar wech kentañ e voe evit kalz a dud eus un emskiant ekologel. Pa ne oa bet prientet netra gant ar Stad c'hall e voe aozet an naetaat gant an LPO en Aodoù-an-Arvor ha gant an SEPNB e Penn-ar-Bed.
Glenmor en deus gouestlet unan eus e ganaouennoù bravañ d'ar gwalldaol-se : Ils se meurent nos oiseaux.