Maraton (sport)
From Wikipedia, the free encyclopedia
Ar maraton a zo ur redadeg war-droad, 42,195 km an hirder anezhi. Lod eo an diskiblezh-mañ eus ar redadegoù hir en atleterezh.
Krouet e oa bet ar maraton da geñver ar C'hoarioù olimpek hañv 1896 a oa bet dalc'het en Aten (Gres), diwar mennozh ar prederour gall Michel Bréal. Anv a oa da gounaat mojenn ar c'hannader henc'hresian Pheidippídes en divije redet eus Marathon betek Aten evit degas keloù eus an trec’h ouzh ar Bersed e -490 (kentañ brezel medek). Berr warnañ oc'h erruout en Areopagos e vije aet da Anaon goude bezañ dibunet e gemennadenn. Redet e veze ar gevezadeg war-dro 40 km a-raok na voe reolennet he hirder da vat e 1921.
Mil vrudet eo maraton ar C'hoarioù olimpek hañv (bep pevar bloaz), hini Kampionadoù atleterezh ar bed (bep eil bloaz) ha reoù ar World Marathon Major (bep bloaz) : Maraton Boston, Maraton Londrez, Maraton Berlin, Maraton Chicago ha Maraton New York.