Martin Luther King, Jr.
From Wikipedia, the free encyclopedia
Martin Luther King, Jr., (15 a viz Genver 1929 – 4 a viz Ebrel 1968) a oa unan eus pennoù pennañ an emsav evit ar gwirioù keodedour amerikan, un emsaver, ur beleg badezour, hag unan eus ar brasañ prezegerien eus ar Stadoù-Unanet. E 1964, Marzhin Luther King a zeuas da vezañ an den yaouankañ bet gounezet gantañ Priz Nobel ar Peoc'h (evit e labour evit ar peoc'h, o stourm evit an difeulster ha kevatalder an doareoù-ober gant an holl "ouennoù"). D'ar 4 a viz Ebrel 1968 e oa drouklazhet King e Memphis, en Tennessee.
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet |
Anv e yezh-vamm an den | Martin Luther King Jr. |
Anv ganedigezh | Michael King Jr. |
Anv-bihan | Martin, Luther |
Anv-familh | King |
Deiziad ganedigezh | 15 Gen 1929 |
Lec'h ganedigezh | Atlanta |
Deiziad ar marv | 4 Ebr 1968 |
Lec'h ar marv | Memphis |
Doare mervel | muntr |
Abeg ar marv | gloaz dre arm-tan |
Killed by | James Earl Ray |
Lec'h douaridigezh | Martin Luther King Jr. National Historical Park |
Tad | Martin Luther King Sr. |
Mamm | Alberta Williams King |
Breur pe c'hoar | Christine King Farris, A. D. King |
Pried | Coretta Scott King |
Bugel | Yolanda King, Martin Luther King III, Dexter Scott King, Bernice King |
Kar | Alveda King |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
Yezh implijet dre skrid | saozneg |
Implijer | Dexter Avenue Baptist Church, Ebenezer Baptist Church, Free University of Amsterdam |
Diplom skol-veur | Doctor of Philosophy |
Rener tezenn | Lotan Harold DeWolf |
Honorific prefix | Reverend Doctor |
Strollad etnek | Afroamerikaned |
Relijion | Badezouriezh |
Gouel | Martin Luther King Jr. Day |
Diellaouet gant | Swarthmore College Peace Collection |
Anvet diwar | Martin Luther King Sr. |
Luskad | civil rights movement, nonviolence, labor movement in the United States, civil rights movement |
Ezel eus | American Academy of Arts and Sciences, Southern Christian Leadership Conference, Alpha Phi Alpha, Progressive National Baptist Convention |
Ideologiezh politikel | enep-gouennelouriezh, sokial-demokratelezh, sokialouriezh demokratel, nonviolence |
Levezonet gant | Reinhold Niebuhr, Howard Thurman, Walter Rauschenbusch, Henry David Thoreau, Mahatma Gandhi |
Darvoud-alc'hwez | I Have a Dream, March on Washington for Jobs and Freedom, assassination of Martin Luther King Jr., Priz Nobel ar Peoc'h |
Bet kinniget evit | Priz Nobel ar Peoc'h |
Generational suffix | L252247-F2 |
Lec'hienn ofisiel | https://thekingcenter.org |
Documentation files at | SAPA Foundation, Swiss Archive of the Performing Arts |
Aozet ha renet en deus kerzhadegoù evit ar gwir da vouezhiañ, a-enep an diforc'hidigezh, labour ar minorelezhioù, hag evit gwirioù keodedour diazez all evit morianed ar Stadoù-Unanet (afrikaned-hag-amerikaned). Lakaet eo bet ar pep brasañ eus ar gwirioù-se e lezenn ar Stadoù-Unanet er « Civil Rights Act » pe er « Voting Rights Act » war intrudu Lyndon B. Johnson.
E 1977 e voe roet dezhañ medalenn prezidantel ar frankiz gant ar prezidant Jimmy Carter. E 1986 e teuas Devezh Martin Luther King da vezañ un devezh vak er Stadoù-Unanet. E 2004 e resevas medalenn aour kendalc'h ar Stadoù-Unanet. Alies e c'houlenne King gant pep hini soñjal en e giriegezh hiniennel e savadur ar peoc'h er bed. E gomzoù anavezet ar muiañ marteze eo ar re a zistagas en ur brezegenn : "I have a dream" ("Un hunvre am eus graet"), war diri lec'h-koun Lincoln e Washington, D.C. e 1963.