Mengli Iañ Giray
From Wikipedia, the free encyclopedia
Mengli Iañ Giray a oa mab da Hacı Iañ Giray ha khan Krimea er XVvet ha XVIvet kantved.
Sevel a reas a-enep d'e vreur Nur Devlet goude marv o zad e 1466. Pignat a reas war tron Krimea e-pad un nebeud mizioù e 1467 a-raok bezañ skarzhet gant e vreudeur ha rediet da glask repu e Kefe gant Genoviz.
Freuz ha reuz a badas e-pad bloavezhioù etre mibien Hacı Giray a-benn tapout ar galloud hag emellañ a reas Genoviz hag Otomaned en emgannoù.
E 1478 e voe lakaet Mengli Giray e penn ar c'hanat gant ar sultan Mehmet II. Adalek ar mare-se e renas war Krimea betek e varv e 1515.
E 1502, asambles gant Ivan III, priñs meur Moskva, e tistrujas kêr Saray ha dispennet evel-se ar Meuriad Aour. Diwar-se e vrasaas levezon khanat Krimea war ar c'hanatoù all e Kazan hag Astrahan. Betek fin ren Mengli Iañ e chomas brav an darempredoù etre Moskva ha khanat Krimea.
Tad e vefe Mengli Iañ da Ayşe Hafsa, gwreg ar sultan otoman Selim II ha mamm Süleyman ar Meurdezus.
En e raok: Nur Devlet |
Khan Krimea 1467 |
War e lerc'h: Nur Devlet |
En e raok: Nur Devlet |
Khan Krimea 1469 – 1475 |
War e lerc'h: Nur Devlet |
En e raok: - |
Khan Krimea 1478 – 1515 |
War e lerc'h: Mehmed Iañ Giray |