Naeretaer (steredeg)
From Wikipedia, the free encyclopedia
An Naerataer (Ophiuchus, berraet en Oph diwar an henc'hresianeg Ὀφιοῦχος "an Naeretaer") zo ur steredeg vras a zo tro-dro d'ar c'heheder oablel, da lavaret eo e c'haller he gwelet koulz en hantervoul an Norzh hag en hantervoul ar Su.
Eus an 29 a viz Du betek an 18 a viz Kerzu e vez treuzet gant an Heol.
Skeudenniñ a rafe Asklepios, ar medisin mojennel, en dije lazhet un naer a-raok gwelet un naer all o tasorc'hiñ a-drugarez da louzoù.
"An naeretaer" a vez graet anezhi koulz en arabeg hag e brezhoneg, abalamour ma hañval tapout ar steredeg Serpens (Ser) dre he lost (Serpens Cauda e latin) er c'hornôg m'emañ ar steredenn Alya (θ Ser)) ha dre he fenn (Serpens Caput) er Reter m'emañ ar steredenn Unuk Elhaia (α Ser).