Ottomar Anschütz
From Wikipedia, the free encyclopedia
Ottomar Anschütz (16 a viz Mae 1846 e Leszno[1], proviñs Poznań e Prusia - 30 a viz Mae 1907 e Berlin-Friedenau) a oa unan eus al luc'hskeudennerion gentañ.
Ne oa ket ur skiantour ; un arzour e oa, a veze bepred o klask kenderc'hañ labour eus an dibab dre wellaat dizehan perzhded dreist e luc'hskeudennoù. Peogwir en devoa dibabet en ober dre arwellaat e vinvioù e troas da unan eus ijinadennerien bouezusañ en Istor ar luc'hskeudennerezh pa ijinas al luc'hskeudenniñ prim ha, pelloc'h, en hini ar sinema abalamour d'e elektrotakiskop.
Ottomar Anschütz | |
---|---|
Ottomar Anschütz (1889) | |
Ganedigezh : 16 a viz Mae 1846 e Leszno | |
Marv : 30 a viz Mae 1907 e Berlin-Friedenau | |
Broadelezh : Prusia | |
Micherioù : luc'hskeudenner, ijinadenner | |
Oberennoù pennañ : • Elektrotakiskop (1887) • Luc'hskeudennerezh prim (1889) | |
Mab d'ul liver-kinkler a laboure e tiez ha kastilli e gorn-bro e oa Ottomar Anschütz[2]. Abred e voe dedennet gant arz al luc'hskeudennerezh, ur gambr zu a stalias e ti e dud evit e studiañ.
D'an oad a 18 vloaz, e 1864 ha betek 1868, e voe stummet gant al luc'hskeudennerion Ferdinand Beyrich e Berlin, Franz Hanfstaengl e München ha Ludwig Angerer e Wien. Goude-se e warlerc'hias e dad en ur genderc'hel gant e enklaskoù war al luc'hskeudennerezh.