Rummad:Istor
pajenn rummata eus Wikimedia / From Wikipedia, the free encyclopedia
Unan eus Skiantoù an Den eo an istor. Ur c'helenn a-bouezh eo pa denn d'an amzerioù tremenet, da lavaret eo da fedoù ha degouezhioù diniver ha ne c'hell un den nemet mestroniañ ul lodennig vihan-tre anezho, n'eus forzh pegen divent e vefe al labour sevenet gantañ.
Pa vez kaoz eus istor an Den e vez degemeret ar ger en ur ster ledan.
Koulskoude e vez strishaet ar ster ivez pa vez graet Ragistor gant an amzerioù ha ne veze ket testenn ebet. Ar Ragistor a ya eus amzer an dud kentañ (etre 1 milion ha 2 vilion bloaz zo) betek kavadenn ar skritur (war-dro 3 000 bloaz zo e Mezopotamia).
Goude e teu an amzer istorel : amzer an Istor rik.
E peder lodenn e vez rannet peurvuiañ : Henamzer, Krennamzer, Prantad Modern, Prantad A-vremañ
a vo kavet e Wikimedia Commons.