Seziz Yorktown
From Wikipedia, the free encyclopedia
Emgann Yorktown anvet ivez Battle of Yorktown, the Surrender at Yorktown, German Battle pe c'hoazh Siege of Little York (Seziz Yorktown) kroget d'an 29 a viz Gwengolo 1781 hag echuet d'an 19 a viz Here 1781 a oa bet un trec'h kadoniel meur gant nerzhioù kevredet ar Continental Army gant ar jeneral George Washington en e benn, harpet gant lu Bro-C'hall renet gant Jean-Baptiste Donatien de Vimeur, kont de Rochambeau, enebet ouzh al lu saoz renet gant al lord ha letanant jeneral Charles Cornwallis.
Emgann Yorktown | |||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|
Tamm eus Brezel dieubidigezh SUA | |||||||
Kodianidigezh al lu Saoz | |||||||
| |||||||
Emgannerien | |||||||
Continental Army Rouantelezh Bro-C'hall | Bro-Saoz | ||||||
Pennoù-brezel | |||||||
George Washington
Armand Tuffin ar Roueri | Charles Cornwallis August von Voigt | ||||||
Niver a emgannerien | |||||||
Bro-C'hall :
SUA :
| Bro-Saoz :
| ||||||
Kolloù | |||||||
88 lazhet 301 gloazet | 142–309 lazhet
326–595 prizoniet gloazet 7416–7685 prizoniet |
Darvoud pennañ Kampagn Yorktown e voe ar sez war kêr Yorktown. Ouzhpenn da-se e voe an emgann meur diwezhañ war zouar e-pad Brezel dieubidigezh ar Stadoù Unanet war tiriad Norzhamerika. Gant kodianidigezh Charles Cornwallis, hag e arme graet prizoniet, gouarnamant Bro-Saoz a voe rediet da gregiñ da atropiñ evit klask un tu d'en em dennañ diouzh ar brezel koustus-se. An trec'h a roas nerzh d'ar reveulzierien amerikan a oa o vont war zigresk, ouzhpenn-se e roas brud mat d'ar brezel e Bro-C'hall. Eus un tu all ar c'holl-se evit Bro-Saoz a lakaas ar bobl da goll e entan er brezel hag er c'hoant da zerc'hel an trevadennoù amerikan.