Faustina ar Yaouankañ
From Wikipedia, the free encyclopedia
Annia Galeria Faustina Minor (Minor a dalv ar yaouankañ ), Faustina Minor pe Faustina ar Yaouankañ (bet ganet d'an 21 a viz Gwengolo[1] war-dro 130 goude J.-K. moarvat[2] — 175/176 goude J.-K.[3]) a oa merc'h d'an impalaer roman Antoninus Pius ha da Faustina Goshañ. Impalaerez e oa bet adalek 161 betek he marv. Gwreg Marcus Aurelius e oa ,ha mamm an impalaer Commodus.
Ur pennad Faustina zo ivez.
Karet gant ar soudarded hag he gwaz e oa roet dezhi an titloù a Augusta ha Mater Castrorum ("Mamm ar C'hampoù"), hag enorioù doueel a voe roet dezhi goude he marv.