Moger Berlin
From Wikipedia, the free encyclopedia
Moger Berlin (alamaneg Berliner Mauer), anvet ivez « ar Voger» pe « Moger ar vezh », a oa ur voger a voe savet e-kreiz Berlin e-pad an noz etre an 12 hag an 13 a viz Eost 1961, diwar urzh gouarnamant Republik Demokratel Alamagn, rak fellout a rae da bennoù-bras DDR e paouezfe hec'h annezidi da dec'hout kuit war-du Alamagn ar C'hornôg). Gant ar Voger e oa troc'het Berlin e div lodenn : Berlin ar Reter ha Berlin ar C'hornôg. Chom a reas ar Voger war-sav betek an 9 a viz Du 1989. Ouzhpenn bezañ ur voger e oa ur c'hempennadur arme luziet ennañ div voger 3,6 metrad uhelder dezho[1], hentoù-ged, 302 virador, alarmoù, 14 000 gward, 600 ki hag orjal dreinek. Meur a annezad eus DDR a varvas pa glaskjont tremen ar Voger, rak e veze implijet o armoù gant ar soudared alaman ha rusian a ziwalle anezhi. Gant URSS o vont war wanaat ha dalc'hegezh Alamaned ar reter hag a aozas manifestadegoù e voe diskaret ar Voger d'an 9 a viz Du 1989. Da-heul e voe adunvanet Alamagn buan a-walc'h, ha diskaret ivez stadoù Bloc'had ar reter. Hiziv an deiz ne chom tost netra eus ar Voger, un nebeud tammoù a zo bet dalc'het e Berlin memestra. Meur a virdi a zo gouestlet dezhi. Un arouez eus ar Brezel yen eo bet ivez, hag implijet eo bet da zanvez meur a oberenn arzel (lennegezh, sinema, sonerezh).
Rann eus | Inner German border, Rideoz houarn |
---|---|
Deiziad krouiñ | 13 Eos 1961 |
Anv er yezh a orin | Berliner Mauer, Antifaschistischer Schutzwall |
Moranv | Schandmauer |
Brezel | Brezel Yen |
Anvet diwar | Berlin |
Stad | Republik Kevreadel Alamagn, Republik Demokratel Alamagn, Alamagn |
E tiriad | Berlin, Berlin ar Reter |
Daveennoù douaroniel | 52°30′16″N 13°26′28″E |
Darvoud-alc'hwez | construction of the Berlin Wall, fall of the Berlin Wall |
Urzhier | Republik Demokratel Alamagn |
Danvez implijet | beton houarnet |
Deiziad divodadur | 9 Du 1989 |
Statud gladel | Heritage monument in Berlin |
Lec'hienn ofisiel | https://www.berlin.de/mauer/ |
State of conservation | partially destroyed |
State of use | permanently closed |