Emgann an Alre (1364)
From Wikipedia, the free encyclopedia
Emgann an Alre a enebas d'an 29 Gwengolo 1364 e-tal an Alre, e Bro-Wened, un arme vreton, renet gant Yann Moñforzh, harpet gant bagadoù saoz renet gant John Chandos, ouzh un arme vreton renet gant Charlez Bleaz ha skoazellet gant bagadoù gall renet gant Beltram Gwesklin. Un emgann pouezus eo dre ma echu prantad drastus Brezel hêrezh dugelezh Breizh. War-dro 4000 soudard a oa gant kostezenn Charlez Bleaz hag e-tro 3500 gant tu Moñforzh[3]. Lazhet e voe Charlez Bleaz ha pladet e voe e arme (etre 800 ha 1000 den lazhet ha 1500 prizoniad a vefe bet). Trec'h e voe Yann Moñforzh a zeuas da vezañ Dug Breizh. Kolloù kostezenn Moñforzh a zo dianav.
Fedoù berr-ha-berr Maread, Lec'h ...
Emgann an Alre (1364) | |||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|
Tamm eus Brezel hêrezh dugelezh Breizh | |||||||
Emgann an Alre, skeudenn tennet eus oberenn Jean Froissart. | |||||||
| |||||||
Emgannerien | |||||||
Bretoned kostezenn Rouantelezh Bro-C'hall | Bretoned kostezenn Rouantelezh Bro-Saoz | ||||||
Pennoù-brezel | |||||||
Charlez Bleaz † Beltram Gwesklin Jean III de Chalon-Auxerre | Yann Moñforzh John Chandos Olier V Klison Robert Knolles | ||||||
Niver a emgannerien | |||||||
4000 den[1] | 3500 den[2] | ||||||
Kolloù | |||||||
* Etre 800 ha 1000 den lazhet * 1500 prizoniad | Dianav |
Serriñ