Sikhegezh
From Wikipedia, the free encyclopedia
Ar sikhegezh (pandjabeg: ਸਿੱਖੀ sikkhī) a zo ur relijion a zeraouas e-pad ar XVIvet kantved e gwalarn India gant kelenn Guru Nanak Dev hag an nav guru denel a zeuas war e lerc'h. Gant hec'h izili e vez anvet ar relijion Sikh Gurmat (kelenn ar c'houroued) pe Sikh Dharma. Sikhegezh a zeu eus ar ger sikh a zeu eus ar sañskriteg śiṣya - studier, diskibl. Ar sikhed a ya d'ober ar pempvet kumuniezh relijiel vrasañ er bed.
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Istor Sikhiouriezh Kredennoù sikh Sikh |
Ar C'hurued Sikh |
Bhagatoù Sikh |
Tud sikh dibar arall |
Predouriezh Kredennoù Talvoudegezhioù · Berzioù Teknikoù Neuzioù arall · Bani |
Kustumoù sikh · Roll |
Skriturioù Guru Granth Sahib Adi Granth · Dasam Granth |
Rummadoù |
Termennoù sikh · Kustumoù Istor · Category:Familh ar c'hurued sikh Gurdwara · Lec'hioù · Politikouriezh |
Kredenn bennañ ar Sikhegezh a zo feiz en un Doue hepken Vāhigurū hag a vez arouezet gant an ēk ōaṅkār. Kavout a ra d'ar Sikhed e tleer klask ar salud dre brederiañ a-zivout anv ha kemennad Doue. Dezho eo ret heuliañ kelennadur an dek Guru Sikh hag o levr santel - ar Gurū Granth Sāhib - hag a zo ennañ oberennoù meur a skrivagner diwar-benn danvezioù liesek. Divizet e voe gant an dekvet guru, Gobind Singh e vo guru diwezhañ ar Khalsa Panth.
E kreizenn sevenadur ar Panjab emañ ar Sikhegezh.
Bez' ez eus 23 milion a sikhed er bed met an darn vrasañ anezho a vev e stad Panjab, en India.