Thomas Cole
From Wikipedia, the free encyclopedia
Thomas Cole (Bolton le Moors, Lancashire, 1añ a viz C'hwevrer 1801 – Catskill, New York, 11 a viz C'hwevrer 1848) a oa ul livour stadunanat bet ganet e Bro-Saoz. Diazezer luskad ar Hudson River School e voe[1].
Fedoù berr-ha-berr Reizh pe jener, Bro ar geodedouriezh ...
Thomas Cole
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet, Rouaned Breizh-Veur hag Iwerzhon |
Anv e yezh-vamm an den | Thomas Cole |
Anv-bihan | Thomas |
Anv-familh | Cole |
Deiziad ganedigezh | 1 C'hwe 1801 |
Lec'h ganedigezh | Bolton, Bolton le Moors |
Deiziad ar marv | 11 C'hwe 1848 |
Lec'h ar marv | New York, Catskill |
Doare mervel | abeg naturel |
Abeg ar marv | myocardial infarction |
Breur pe c'hoar | Sarah Cole |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
Micher | livour, printmaker |
Tachenn labour | livouriezh |
Studier | Frederic Edwin Church |
Lec'h labour | Steubenville, New York, Philadelphia, Pittsburgh |
Oberenn heverk | The Oxbow, The Voyage of Life, The Subsiding of the Waters of the Deluge, The Course of Empire |
Luskad | Hudson River School |
Tachenn | landscape art |
Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
Teuliad arzour e | Smithsonian American Art and Portrait Gallery Library, Frick Art Reference Library |
Serriñ
Lakaet e vez d'ar gweledvaour stadunanat kentañ o c'hounez brud dre e oberennoù romantel hag istorel, levezonet gant livourion europat hogen kreñv ar gizidigezh stadunanat enno : diskwel a reont ar Bed Nevez evel ur baradoz naturel en enep da gêrioù mogedek Breizh-Veur da vare an Dispac'h Greantel, un endro a anavezas en e yaouankiz. Dre e daolennoù e savas a-enep ar greanteladur, ar c'hêraozadur hag aloubidigezh kornôg SUA[2]